VIDEO. Arc’hpériodet a vpériodek e kefioù Diwpériode. Votre édition période Taol Lagad du 8 jpériodevier

Brest

Finistère

Bretagne

Ille-et-Vilaine

Côtes-d'Armor

Morbihan

Le réseau Diwan et ses écoles pendant lequel immersion souffre de l’inflation, leurs comptes sont pendant lequel le rouge. Et les collectivités, comme Brest métropole, essaient d’inciter les habitants à composter leurs déchets organiques.
Ne vo ket stabil budjed 2023 ar rouedad Diwan nag hini kalz skolioù. Ha klask a reer lakaat an annezidi d’ober rotell gant o lastez, e Brest da skouer.

Emañ 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise Diwan Breizh o klozañ o c’hontoù ha kalz diouto a embanno un toull er budjed. Ha gwir e vo ivez evit ar rouedad a gustum kenurzhiañ ar c’helenn e brezhoneg dre soubidigezh. Kreskiñ a ra kalz buanoc’h ar c’houstoù (dispignoù energiezh ha boued, goproù an implijidi) eget an arc’hant a erru er c’hefioù, pa vefe digant ar strollegezhioù lec’hel pe digant ar broferien a skoazell ar skolioù abaoe bloavezhioù. 

Met keloù mat a zo ivez evit ar rouedad rak digoradur ur skolaj e Il-ha-Gwilen a zo war an hent mat. Ur savadur gant plas da lojañ ar skolajidi a zo bet kavet e Beuzid ar C’hoadoù, nepell diouzh Roazhon. 

Rotellañ e kêr

Abaoe ar 1añ a viz Genver e rank pep hini dispendant lequeltiañ al lastez organek diouzh ar poubelennoù all. Ha sañset e rank ar strollegezhioù lec’hel kinnig diskoulmoù evit hen ober, dre rotellerien da staliañ el liorzh ha poubelennoù a-ratozh er straedoù. Emañ Brest Meurgêr o kregiñ ganti, gant dale met palioù uhel evit ar bloavezh 2024. 

Articles connexes

Derniers messages